En iliz emañ bodet an holl wazed: Erru eo un droug nevez, ur c'hleñved Dirak an aoter bras emaint o pediñ Sant Yann ha Sant Sebastian d'hon frezerviñ !
En ur ober un devezh pe zaou pe dri, Mervel a ra kalz a dud, mui ouzh mui Hag an holl re-se lazhet gant ar c'hleñved A rankomp bemdez kas dillo d'ar vered.
Ul lizher 'oa an Aotrou Person o lenn: « Anv ar c'hleñved-se eo ar vosenn », Ul lizher bet kaset din gant hon eskob: « Tud paour, pinijet e vezimp evel Job! »
Allas! Erru eo ar vosenn er vro-mañ. Doue, petra hon eus graet eneptañ Ma tag ac'hanomp en un doare ken kriz, Ma venn dezhañ kas un ken taer a gastiz?
Teir sizhun zo tremenet pan erruas. Ne chom nemet va mab ha me bey c'hoazh: « Kuitaomp hon ti ha chomomp barzh ar vered, Benn ma varvimp hon daou en douar benniget. »Teksty umieszczone na naszej stronie są własnością wytwórni, wykonawców, osób mających do nich prawa.