Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro! Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-do. Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat, A skuilhas eviti o gwad.
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. Tra ma vo mor 'vel mur en he zro. Ra vezo digabestr ma Bro!
Breizh, douar ar sent kozh, douar ar varzhed, N'eus Bro all a garan kement 'barzh ar bed. Pep menez, pep traoñienn, da'm c'halon zo kaer, Enno kousk meur a Vreizhad taer!
Ar Vretoned zo tud kalet ha kreñv; N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv, Gwerz trist, son dudius a ziwan eno, O! pegen kaer ez out, ma Bro!
Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras, He Yezh zo bepred ken bev ha bizkoazh. He c'halon birvidik a lamm c'hoazh en he c'hreiz, Dihunet out bremañ, ma Breizh!Teksty umieszczone na naszej stronie są własnością wytwórni, wykonawców, osób mających do nich prawa.