Ti Eliz Iza 'zo ur plac'hig Eürus, dous, koant 'vel un aelig
Eürus, dous, koant 'vel un aelig He anv 'zo Korantenig
'Vont d'an Ejip dre ar Saozon Ma zad 'zo beuzet kreiz ar mor don
Kalon ma mamm baour a ranne Pa n'oa klevet ar c'heloù-se
War vord ar mor, war ur garreg Korantenig 'ouele dourek
"Alas, alas piv ez on me Me n'am eus den war ar bed-mañ
Me n'am eus den war an douar Na tad na mamm, na breur na c'hoar
'Barzh an neñvoù zo un tad mat E Rumengol 'zo ur vamm vat"
Korantenig 'ouele dourek E Rumengol p'oa erruet
"Gwerc'hez Vari, me a zo paour N'am eus mann 'bet, blev melen aour
Me m'eus na koar na goulaouenn, Netra, netra, 'met ma fedenn
Me a rei deoc'h 'vit kurunenn Ur gudenn deus ma blev melen"Teksty umieszczone na naszej stronie są własnością wytwórni, wykonawców, osób mających do nich prawa.