E-tal ar groaz Dirak ar C'hrist maen en noazh, Seizh arched saprenn Zo tremenet er wenodenn.
Seizh arched saprenn Bleniet gant an Ankou didruez, Seizh arched saprenn nevez 0 deus kuitaet ar gêriadenn-mañ, Dindan barradoù sklas ar goañv, 'Vit bered ar barrez.
Seizh maouez kozh, kabac'h ha dizant, Er goañv-mañ a zo maro, Ha torret eo bremañ ganto, E seizh ti-plouz a Gêrnevez, Ar walenn aour, gwalenn ar yezh, Ar walenn aour a unane Kalonoù nevez Ar vugale Ouzh Kalonoù ar re gozh.
Torret eo ar walenn aour, Torret eo ar walenn, Ar chadenn vurzhudus A eree an amzer-vremañ Ouzh pellder An amzer dremenet.
Seizh maouez kozh a zo maro, Seizh maouez a vire, ganto, Soublet war flammoù uhel an oaled, Spered, Kened, Ha yezh an Tadoù.
Seizh arched prenn, Dirak ar C'hrist maen, Ha ganto eo aet da hesk Eienenn fresk Awen Ar ouenn.
E Kêrnevez, War c'hlannoù glas al lenn, A-hed ar bodoù kelvez, Ne vo mui klevet bremañ Nemet Yezh An Estren.
Evel-hen e kane Jakou Kerloaz, Dirak ar C'hrist maen en noazh, E-tal ar groaz.Teksty umieszczone na naszej stronie są własnością wytwórni, wykonawców, osób mających do nich prawa.